Iolo Morganwg

Iolo Morganwg

Iolo Morganwg (/ˈjo.lo mor.ˈgan.nug/) a oa anv-barzh Edward Williams, ganet e Pennon, e parrez Llancarfan, e Morgannwg, e kreisteiz Kembre, 1747-1826). (Iolo eo berradur Iorwerth - doare kembraek Edouarzh).

Goude ur pennad war-dro ar frañmasonerezh en em ouestlas Iolo Morganwg da sevel liderezh ha prederouriezh an drouizelezh vodern. Gantañ e voe bodet kentañ Gorsedd, Gorsedd Beirdd Ynys Prydain e 1792 war dorgenn Primrose e Londrez. Embann a rae e oa chomet bev an hengoun drouizel goude an aloubadeg roman, ar c'hristenekaat hag an heskinerezh graet gant ar rouanez saoz Elizabeth Iañ.

An drouizouriezh nevez savet gant Iolo a zo anezhi ur meskaj etre elfennoù eus ar gristeniezh, mojenn Arzhur, rakromantelezh e doare William Blake hag elfennoù eus ar mojennoù keltek.

Skrivet en deus un « Druid's Prayer » (pedenn an Drouiz), unan eus pezhioù pouezusañ liderezh ar Gorsedd. Diwarnañ eo savet liderezh Gorsedd Breizh krouet en tu-mañ da Vor Breizh, war-lerc'h eisteddfod Cardiff en 1899. Kent-se e oa bet Théodore Hersart de la Villemarqué e Gorsedd Abergawenny e 1838.

Krouet en doa un usvedoniezh diazezet war ar « c'helc'hioù kengreizek » a ya eus ar bed all (Annwn) da Abred, Ceugant ha Gwynfyd (ar Bed Gwenn, ar Baradoz).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search